Emaon o chom e Bro Vigoudenn e-barzh an ti-feurm a oa bet savet gant ma hentadoù. Tremenet ‘m boa ma bugaleaj amañ. Saout brizh-du he doa ma mamm-gozh ha ma zad-kozh a laboure ar parkeier gant kezeg. Merourien e oant.
Er bloavezhioù 70 e oa bet prenet un traktour gant ma zad ha gwerzhet ar c’hezeg. Saout “ Frison” ha “Holstein” o doa kemeret plas ar re vrizh du. Kroget en doa da hadañ maïs, da lakaat produioù kimiek e-barzh ar parkeier ha da sevel kreier-moc’h evel ma oa ar c’hiz d’ar mare-se. Dilezet tamm-ha-tamm ar brezhoneg ivez siwazh.
Pa oa bet kemeret o retret gant ma zud e 1997 em boa prenet an ti kozh ha renevezet anezhañ.
Labourat a raen evel skolaerez ha ne welen ket an iliav o lipat ar mogerioù hag an drez o c’hoari patati er parkeier.
E 2014 oa bet divizet ganin prenañ div vuoc’h brizh du. Deñved a oa bet prenet gant ma gwaz un nebeut mizioù goude.
Desket hon eus ober war-dro al loened hag ar parkeier, produiñ hor boued. Deuet eo ar vuhez en-dro e-barzh an ti-feurm.
Hiziv omp laouen da zegemer amañ bugale ha tud hag a fell dezho dizoleiñ penaos omp deuet da vezañ emrenoc’h. Pellgomzit deomp ha deuit da dremen un tamm amzer amañ ganeomp, hep ober chistroù. Ur gwir blijadur ‘vo eskemm ganeoc’h!
Marie-Christine